Amnesty International
Amnesty International (AI, "diskounadur" pe "amnistiezh etrebroadel") a zo un aozadur e-maez-gouarnamant etrebroadel savet evit difenn gwirioù mab-den. Stourm a ra dreist-holl evit ma vefe digarc'hariet ar re vac'het evit o soñjoù, evit terriñ kastiz ar marv ha paouez gant ar jahinerezh. Savet eo bet er bloaz 1961. Priz Nobel ar Peoc'h a oa bet tapet gant an aozadur e 1977.