Ampelos (Αμπελος, "gwini" e gregach) a oa mab d'ur satir ha d'un nimfenn, hag arouez ar gwini en-eeun.

Ar vojenn kemmañ

Kile oa d'an doue Dionysos, a veze paotretaer a-wechoù, hag e garantez kentañ. Hervez Nonnos e oa ur gwaz kaeroc'h eget an doue, en doa gwarizi outañ. Met aon en doa ivez d'e goll. Bemdez e veze c'hoarioù ganto, gouren, chase, ha laosket e veze Ampelos da c'hounit gant an doue ha n'en doa ket lavaret piv e oa. Ur wech, pa oa redadeg gant Ampelos hag an daou satir Kisso ha Leneo, e reas d'an daou all gorrekaat evit ma vefe trec'h e garedig. Evit brabañsal dirak e vignon e veze Ampelos o pourmen war gein tigred, leoned pe arzhed. An doue a lavaras dezhañ diwall dreist-holl rak kerniel an tirvi. Mervel a reas koulskoude en-yaouank, lazhet gant un tarv. Gant e vignon doue e voe troet en ur blokad rezin, ha gant e wad e krouas ar gwin.

Ur vojenn all kemmañ

Hervez ur vojenn arall, diwar zorn Ovidius, e oa kouezhet diwar un evlec'henn, goloet a bambr (latin pampinus) pa oa o kutuilh ar rezin. War c'houlenn e vignon Dionysos e voe lakaet da steredenn en oabl. a-hervez eo ar steredenn Vindemiatrix (e latin «mendemour»), eus steredeg ar Werc'hez.

Evit doare, pa veze gwelet ar steredenn er reter, e miz Gwengolo ("miz Mendem" e brezhoneg ivez), e veze poent kutuilh rezin. Hiziv n'eo ket stered ar Werc'hez met re al Leon a vez gwelet d'ar c'houlz-se.

Nimfenn kemmañ

Ampelos zo ivez anv un Hamadriadenn, nimfenn ar gwini.

Skridoù kemmañ

  • Nonnos, Dionysiaca (X.175-430; XI; XII.1-117);
  • Ovidius, Fasti (III.407-414).
  • G. López Monteagudo, The Triumph of Dionysus in Two Mosaics in Spain. Studienn diwar-benn marelladurioù roman kavet e Baños de Valdearados, e Spagn.