Betek ar 1añ a viz Genver 2007 e oa rannet Danmark e 13 amt (amter el liester), ha 271 kumun (daneg : kommun, 98 anezho a zo hiziv an deiz). Hiziv an deiz ez eo rannet ar vro e rannvroioù.

Skoed ardamez Danmark
Amter Danmark

Statudoù dibar

kemmañ

Bez e oa teir c'humun gant ur statud dibar :

  • Kumun Kopenhagen ha hini Frederiksberg a oa lakaet da amter. En amt Kopenhagen e oa holl gumunioù meurgêr Kopenhagen, nemet Kopenhagen ha Frederiksberg.
  • E kumun rannvro Bornholm e oa pemp kumun eus enezenn Bornholm hag ivez amt an enezenn.

Greunland hag an inizi Faero a zo lodennoù eus Danmark ivez, met damemren int.

Roll amter Danmark

kemmañ
  1. Kumun Kopenhagen
  2. Kumun Frederiksberg
  3. Amt Kopenhagen
  4. Amt Frederiksborg
  5. Amt Roskilde
  6. Amt Sjælland ar c'hornôg
  7. Amt Storstrøm
  8. Amt Fyns
  9. Amt Sujutland
  10. Amt Ribe
  11. Amt Vejle
  12. Amt Ringkjøbing
  13. Amt Viborg
  14. Amt Norzhutland
  15. Amt Århus
  16. Kumun rannvro Bornholm