Amzeriatadur dre radiokarbon

Amzeriatadur dre radiokarbon (pe dre garbon 14), pe '14'ar marv 'bloaziadur dre radiokarbonmui, zo un amzeriatadur radiometrek diazezet war muzul oberiegezh radiologel ar c'harbon 14 (14C) a gaver en danvez organek a glasker anavezout e oad peurvoudel, da lavaret eo an amzer aet hebiou abaoe e varv. Kavet er bloavezioù 1940 e chom an hentenn pennañ evit anevezout ar prantad, ha p'eo amresis ar muzul koulskoude, m'eo bet fardet pe dilezet traezenn pe traezenn a endalc'h ur gedelfenn organek.

Hentenn

kemmañ

Diouzh gavadenn graet gant William Libby, enklaskour e Skol-Veur Chicago, eo bet savet an hentenn, implijet en holl broioù, a zo diazezet war perzhioù izotop 14 ar c'harbon a vez krouet gant etreober ar skinoù kosmek hag an azot (pe nitrogen) e aergelc'h ar Voul-Douar. Ar C 14 a ya da gediañ gant dioksidenn garbon a gaver en aergelc'h ivez ken e vez krouet ur seurt dioksidenn garbon all, met skinoberius. Pa vez enkorfet gant ar plant (dre ar luc'hgevaoz) pe al loened (dre ar boued) e c'heller jediñ pedavare ne voe ket posubl ar boud bet bev eztennañ ar c'harbon. Adalek eur ar marv e ya boniad ar c'harbon C 14 skinoberius war zigreskiñ hag eo posubl jediñ dre ar radiometriezh pegement a C 14 azo aet da get.



En henoniezh hag e paleoantropologiezh e servij kalzik an teknik-mañ, bet peuraozet gant ar fizikour-kimiour stadunanat Willard Libby (1908-1980) e dibenn ar bloavezhioù '40.