An Bhoireann
An Bhoireann (iwerzhoneg; The Burren e saozneg) a zo un tolead karstek dindan un 250 km² bennak e kontelezh An Clár. Plant na gaver a-hend-all nemet er broioù kreizdouarel hag en Alpoù a c'haller kavout dre eno. Aspadennoù hendraouriezh niverus a zo ivez.