An Hent Demokratel (Maroko)
An Hent Demokratel (en arabeg: النهج الديمقراطي Al-Nahj al-Dimuqrati; e galleg: La voie démocratique) a 'zo anv ur luskad marksour krouet e Maroko e 1995 war diazezoù unan eus an aozadurioù a stourme dre guzh e diabarzh Luskad Marksour-Leninour Maroko, anvet "الى الإا" (Ala Il-amān; "War-raok").
Abdellah El Harif eo Sektretour Broadel ar Strollad.
N'eo ket bet anavezet evel ur strollad ofisiel An Hent Demokratel gant gouarnamat Maroko.
Labourat a ra izili ar Strollad e diabarzh daou sindikad dreist-holl, (Unvaniezh Labouerion Maroko (UMT) ha Kengevread Demokratel al Labour (CDT)) hag ivez dre gemer perzh e meur a aozadur ha kevredigezh o stourm hag o labourat war an dachenn sokial, da skouer Kevredigezh Maroko evit Gwirioù Mab-den, Attac, Kevredigezh Vroadel ar Diplomidi Dilabour, Luskad ar maouezed, ...
Dalc'het e oa bet Kendalc'h kentañ An Hent Demokratel e 2004.
شباب النهج الديمقراطي (Shabibat Al-Nahj al-Dimuqrati, "Yaouankizoù An hent Demokratel") e anv kevrenn re yaouank ar Strollad, bet dac'het e Gendalc'h kentañ e 2006.
Liammoù diavaez:
kemmañ- Lec'hienn ar Strollad (en arabeg)
- Lec'hienn ar Strollad (e galleg)