An Muirthead

(Adkaset eus An Mhuirthead)

An Muirthead (The Mullet pe The Mullet Peninsula e saozneg) zo ur c'hourenez e kornôg Iwerzhon, e kontelezh Maigh Eo.

An Mhuirthead (pe Mullet war ar gartenn saoznek) zo e gwalarn kontelezh Maigh Eo.

Stag eo ar c'hourenez ouzh an douar-bras dre ur strizh-douar, m'emañ kêr Béal an Mhuirthead, ur gêr poblet gant war-dro 1 000 a dud. Meur a gêr vihan zo e gourenez An Muirthead hag en em astenn a ra a-hed 33 km a hed ha betek 12 km a led d'ar muiañ. En hanternoz ar c'hourenez emañ beg-douar Ceann Iorrais. E 2016 e oa tudet An Muirthead gant 3 963 a dud.

Emañ ar c'horn-bro-se e Gaeltacht Maigh Eo ha kaozeet e vez iwerzhoneg gant lod eus an dud : da vare niveradeg 2016 e veze komzet iwerzhoneg bemdez gant 8% eus an dud, e-maez ar skolioù. Dont a ra touristed a-leizh d'ar c'hornad e-pad an hañv.

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.