An hini a garan
An hini a garan, pe An hani a garan[1] pe En hani e garan, hervez ar stumm orin, zo ur ganaouenn-bobl vrezhonek a Vro-Gwened skrivet get Yann Vadezour Olieroù ( Golvanig e anv-pluenn) e 1901.
Danvez ar ganaouenn
kemmañEr skrid kinniget evel an hini orin[2] ez eus anv eus ur plac'h o ouelañ d'an hini a gar, a zo aet d'ar broioù pell, evel beleg misioner moarvat (Aet eo d'ar broioù pell da c'hounit tud d'an Neñv ).
Hiriv e vez kanet Aet eo d'ar broioù pell da c'hounit e vara.
Kanerien
kemmañKanet eo bet gant meur a zen : Andrea ar Gouilh eo an hini a enrollas anezhi da gentañ, e 1960, e gwenedeg (met anvet An hini a garan). Kanet eo bet ivez gant Alan Stivell[3] ha Denez Prigent[4]. Ur stumm leonekaet zo ivez, kanet (pe bet kanet) gant lazoù-kanañ Leon. Kanet eo ivez gant Cécile Corbel.
Mammennoù
kemmañEnrollet eo bet gant Andrea ar Gouilh e 1960, kanet e gwenedeg. Ar stumm leonekaet zo meneget en dastumad "Breiz a gan", gant René Abjean, en Ebrel 1973.
Komzoù
kemmañDaouzeksilabennek eo ar gwerzennoù. Meur a stumm skrivet zo: gwenedek, peurunvan, ha damleonek zoken.
I |
VI |
XI |
Stumm all
kemmañHomañ e vefe ar stumm orin[6]:
- 1.
- An hini a garan, gwechall bihan er gêr
- Pa oamp tostig an eil, an eil doc'h egile
- Va c'halon ne gare, gare nemet unan
- Pa oan bihan er gêr an hini a garan
- 2.
- An hini a garan, gwezharall va c'hare,
- Kanañ 'rae pa ganen, pa ouelen a ouele.
- Hon div galon ne raent, ne raent nemet unan,
- Pa oan bihan er gêr an hini a garan
- 3.
- An hini a garan, bremañ 'n eus va laosket
- Aet eo d'ar broioù pell, d'ur vro n'anavan ket
- Aet eo d'ar broioù pell da c'hounit tud d'an Neñv (*)
- Kollet, kollet eo din an hini a garan!
- 4.
- D'an hini a garan ne ran med hirvoudiñ
- Penaos ken pell doc'htañ e c'hellin-me beviñ?
- Med petra laran-me? -Trelubaniñ a ran
- Dre hir-soñjal atav en hini a garan.
- 5.
- D'an hini a garan, mar kollan-me va fenn,
- Evnedigoù ar c'hoad, kanit-c'hwi ho kanenn!
- Evned, kanit er c'hoad, kanit kenti-kentañ,
- Karantez, karantez d'an hini a garan!
- 6.
- D'an hini a garan, ne ran 'med huanadiñ
- Huanadiñ noz ha deiz, deiz ha noz hirvoudiñ
- Rag-sen eo 'm eus savet ha rag-sen e kanañ
- Kanennig va c'halon d'an hini a garan.
Stumm leonekaet
kemmañ- 1
- An hini a garan, gwechall bihan er gêr
- Pa oamp tostig an eil, an eil[7] egile
- Va[8] c'halon ne gare, gare nemet unan
- Pa oan bihan er gêr an hini a garan
- 2
- An hini a garan, 'm eus kollet da viken
- 'Mañ degouezhet pell[9] ha ne zistroio ken
- Ha setu ma kanan, kanan keti ketañ
- Ha setu ma kanan d'an hini a garan
- 3
- An hini a garan, un deiz 'n eus va laosket
- Aet eo d'ar broioù pell, d'ur vro n'an'vezan ket
- Aet eo d'ar broioù pell da c'hounit e vara
- Kollet, kollet un deiz, an hini a garan
Pladennoù
kemmañ- Andrea ar Gouilh & Alan Cochevelou - An hini a garan, 1960, 45 tro, Mouez Breiz