Ana de Mendoza y Enríquez de Cabrera
Ur pennad Ana de Mendoza zo ivez.
Ana de Mendoza de la Vega y Luna, pe Ana de Mendoza y Enríquez de Cabrera (Medina de Rioseco, 1554- Guadalajara, 1633), a oa VIvet dugez an Infantado, meurdez a Spagn, eus 1601 betek he marv e 1633.
Dimezioù
kemmañMerc'h e oa da Íñigo López de Mendoza y Mendoza.
Div wech e timezas.
Da gentañ da Rodrigo de Mendoza, breur d'he zad, evit mirout ouzh kudennoù a hêrezh en dugelezh Mendoza. Div verc'h hepken a vevas dreist o c'hrennoad :
- Luisa de Mendoza, a zimezas da eil mab dug Lerma, Francisco Gómez de Sandoval y Rojas ;
- hec'h eil merc'h María López de Mendoza a zimezas da García de Toledo, dug Fernandina, a voe ivez markiz Villafranca.
Intañvez e voe Ana Mendoza e 1587.
Seizh vloaz goude, e 1594, ec'h addimezas da Juan Hurtado de Mendoza y Mendoza, Mayordomo mayor ar Rouaned Felipe III ha Felipe IV, hag ivez Paotr-kezeg meur Felipe IV, mab da Íñigo López de Mendoza y Mendoza, 3de Markiz Mondéjar. Div verc'h o doe :
- María, marvet da 12 vloaz ;
- Ana de Mendoza, a zimezas da Francisco Diego López de Zúñiga Guzmán Sotomayor y Mendoza, dug Feria ha VIIvet dug Béjar.