Anaforenn (yezhadur)
An anaforenn (diwar ar ger gregach ἀναφορά / anafora, douget adarre) zo ur ger implijet da advenegiñ ur ger bet meneget a-raok.
Peurvuiañ e vez implijet ur raganv e-lec'h un anv a zo bet meneget er rannfrazenn gentañ.
- An Drian zo ur marc'hadour mat, hennezh a oar gwerzhañ.
Er c'helenn brezhoneg e vez graet ivez anaforenn eus ur ger-perc'hennañ pe un araogenn en e stumm personel d'ober dave eus ur perc'henn pe ur renadenn a zo bet meneget e penn kentañ ar frazenn (me, en div skouer-mañ) :
- Me zo leun ma c’hof.
- Me zo mall warnon.