André Philippus Brink (29 a viz Mae 1935 – 6 a viz C'hwevrer 2015) a oa ur skrivagner eus Suafrika. Skrivet en deus levrioù en afrikaneg hag e saozneg, ha kelenn a rae saozneg e skol-veur Kêr ar C'hab.

André Brink, e 2007

E vuhez kemmañ

Ober a reas e studioù e skol-veur Potchefstroom, e Suafrika, ma tapas diplomoù war ar saozneg hag an afrikaneg, ha mont a reas goude-se d'ar Sorbonne, e Pariz (1959-1961). Eno en em gavas gant studierien du, e-touez ar studierien all, ha dont a reas da gompren pegen fall e oa sistem an apartheid evit ar re zu e Suafrika. Distreiñ a reas d'e vro ha kelenn a reas al lennegezh afrikanek e skol-veur Grahamstown. E 1967 ha 1968 ez eas da Vro-C'hall en-dro.

E 1975 e voe anvet da zoktor en e skol-veur hag e 1985 e voe anvet da zoktor honoris causa e skol-veur Witwatersrand e Johannesburg. Adalek 1991 e voe kelenner lennegezh saoznek e skol-veur Kêr ar C'hab.

Mervel a reas d'ar 6 a viz C'hwevrer 2015, er c'harr-nij, pa oa o tistreiñ eus Belgia, ma oa bet anvet da zoktor honoris causa e skol-veur gatolik Louvain.

E skridoù kemmañ

Er bloavezhioù 1960 e voe e-touez ar re gentañ, asambles gant Ingrid Jonker ha Breyten Breytenbach, oc'h ober gant an afrikaneg da sevel a-enep an apartheid. Anavezet e oa o skol lennegel evel Die Sestigers ("re ar bloavezhioù tri-ugent"). Klask a raent ivez degas d'al lennegezh afrikanek levezon lennegezhioù all, e saozneg pe e galleg.

Berzet e voe e romant Kennis van die aand (1973). Ar wech kentañ e oa d'ul levr afrikanek bezañ berzet gant gouarnamant Suafrika[1] Troet e voe Kennis van die aand e saozneg gant Brink e-unan hag embannet e voe en estrenvro, gant an titl Looking on Darkness. Goude-se en em lakaas André Brink da skrivañ e levrioù en div yezh, saozneg hag afrikaneg.[2].

Goude diskar an apartheid e voe awenet skridoù Brink gant ar vuhez en ur Suafrika deuet da vezañ ur vro demokatel.

Meur a briz a dapas gant e skridoù : e 1965, 1978 ha 1982 e c'hounezas ar "Central News Agency Literary Award", ur priz lennegel a bouez e Suafrika ; e 1976 ha 1978 e voe anvet da eil evit ar Booker Prize, er bed saoznek ; e 1980 e c'hounezas ar priz "Médicis étranger" e Bro-C'hall, gant "Une saison blanche et sèche" ('n Droë wit Seisoen) hag ar priz "Martin Luther King Memorial Prize" er Stadoù Unanet, gant an droidigezh saoznek "A Dry White Season". Berzet e voe al levr-se e Suafrika.

Notennoù kemmañ

  1. A Long Way From Mandela's Kitchen (André Brink, New York Times, 11/09/2010)
  2. A Chain of Voices (review)