André Hardy
André Hardy, ganet d’ar 16 a viz Genver 1887 e Flers (Orne) hag aet d’an Anaon e Clécy e 1986, a oa ul livour hag ur c’hizellour gall. Mestr skol ha kelenner war an tresañ teknikel hag ar matematik e voe ivez. Meur a oberenn en deus livet, diwar-benn Normandi dreist-holl, ha Breizh un tamm, pa rae ur weladenn d’un eontr dezhañ hag a oa o chom e Bourc'h-Baz.
Un nebeud oberennoù
kemmañ- Les marais salants à Batz («Paludoù-holen e Bourc'h-Baz»)
-
Poltred Gaston Le Révérend, 1930
Diskouezadegoù
kemmañNe ziskoueze ket na ne lakae e oberennoù e gwerzh evit al lodenn vrasañ anezho.
Mirdi
kemmañWar-dro kant oberenn a zo e Mirdy Hardy e Clécy (Calvados) e-lec’h ma oa o chom e fin e vuhez.
Levrlennadur
kemmañ- Peintres des Côtes de Bretagne, Léo Kerlo ha Jacqueline Duroc, Chasse-Marée, 2007, ISBN 9782914208864