Andrieu Dupuy
Andrieu Dupuy, pe Andreu Dupuy, (La Vit, 31 a viz Here 1928 - Montpelhièr, 17 a viz Meurzh 2018) a oa un istorour okitan.
Buhez
kemmañMab e oa da labourerien-douar eus Lomanha, ar vroig en-dro da Leitora, hiziv en departamant Gers. Deuet da vezañ istorour e skrivas kalz diwar-benn e vroig, diwar-benn Okitania dre vras, ha diwar-benn Okitaned brudet, evel ar matematikour Pierre de Fermat pe ar barzh Joan Giraud d'Astròs. E labour anavezetañ eo ar Petite encyclopédie occitane (1974), hag a oa an holloueziadur kentañ diwar-benn traoù Okitania. Gantañ e voe savet ivez ar gevredigezh La Lomagne, mémoire pour demain, hag an ti-embann Lo libre occitan, evit embann pe adembann skridoù skrivagnerien okitanek evel Joan Bodon pe Max Roqueta.
Oberennoù
kemmañ- Encyclopédie occitane (éditions Slatkine), 1989
- J.-G. Dastros : poète gascon, Saint-Christol, 1993
- Histoire chronologique de la civilisation occitane (3 levrenn) (éditions Champion/Slatkine), 1998
- Lavit de Lomagne, des origines a nos jours, 2003
- Dictionnaire biographique de la Lomagne, Cahiers de la Lomagne, 2007