Angwazhiad a vez graet eus un harz trumm eus donedigezh ar gwad en ul lec'h resis eus ar c'horf, ar pezh a grou un oaled iskemiezh lec'hel. An angwazhiad a zo liammet ouzh un Thrombus e red ar gwaziennoù a-raok lec'h an iskemiezh. Ar stouf a c'hell bezañ awenet gant meur a dra evel lipidoù, kellligoù gwad, pe diskolpadennoù kelligoù Endothelium.

Abegoù kemmañ

Meur a abeg a c'hell bezañ abeg d'an angwazhiad : an oad, an hêrezh, ar reizh (paotr), an arsez, ar butun, an deuc'hegezh, re a lipidoù pe sukr (an diabet) gwask-gwad gwaziennel.