Anicetus (morlaer)
Anicetus a oa e penn un emsavadeg a-enep ar Romaned e Pontos er bloaz 69 hag a voe flastret gant e enebourien.
Ur sklav e oa bet a-raok bout dieupaet gant ar roue Polemon II, ha lakaet e oa bet e penn morlu rouantelezh Pontos, ken na deuas da vout ur broviñs roman dindan Neron e 63.
Pa savas ar brezel-diabarzh goude marv Neron (Bloavezh ar Pevar Impalaer) ez eas Anicetus a-du gant Vitellius hag e kemeras penn un emsavadeg vras a-enep Vespasianus e Pontos ha Kolc'his e 69. Distrujañ a rejont ar morlu roman (Classis Pontica) en un arsailh dic'hortoz e Trapezus. Adal neuze e krogas Anicetus da ober brezel war vor gant ul lestr anavezet evel camarae.
Mouget e voe an emsavadeg avat gant un arme nevez gourc'hemennet gant Virdius Geminus, ul letanant da Vespasianus, en aber ar stêr Cohibus (hiziv Khobi, er c'hornôg da Jorjia).
Tapet e voe Anicetus gant ur bobl eus an tolead, roet d'ar Romaned, ha lakaet d'ar marv.