Anita Nair a zo ur skrivagnerez indiat bet ganet e Mundakottakurissi, e stad Kerala. O labourat edo evel renerez arzoù un ajañs vruderezh e Bangalore pa voe embannet he levr kentañ anvet Satyr of the Subway. Un dastumad danevelloù eo, bet embannet gant Har-Anand Press. Goude-se e voe degemeret e Virginia Center for Creative Arts. He eil levr a voe embannet gant Penguin India, hag al levr indian kentañ embannet gant an embanner amerikan Picador e voe ivez. Hiziv an deiz emañ o chom e Bangalore. He levrioù a zo bet troet e meur a yezh.

Levrlennadur kemmañ

  • Satyr of the Subway & Eleven Other Stories, 1997
  • The Better Man, 2000
  • Ladies Coupé, 2001
  • Malabar Mind, 2002
  • Where the Rain is Born, 2003
  • Puffin Book of World Myths and Legends, 2004
  • Mistress, 2005
  • Adventures of Nonu, the Skating Squirrel, 2006
  • Living Next Door To Alise, 2007

Liammoù diavaez kemmañ