Anna Eriksdotter pe Anna Ersdotter (1624-1704), lesanvet Sotpackan, zo ur vaouez dibennet e deroù an XVIIvet kantved e Sveden dre ma vije bet sorserez. War he lerc'h ne voe ket kondaonet den d'ar marv dre abeg a strobinellerezh ken.

Istor kemmañ

Brudet e oa Anna Eriksdotter evel sorserez abaoe meur a zekvloaz pa voe graet prosez dezhi. Genidik e oa eus Bollnäs hag aet da chom da Skomakarbacken, e parrez Lista, gant he fried a oa soudard, war-dro 1680. Ampart e oa da bareañ gloazoù ha dornet d'ober vad d'al loened e oa, hag evel-se e oa bet lesanvet 'Sotpackan', ha brudet da gaout emglev gant Satan. Ur pennad e voe matezh gant kure ar gêriadenn met hennezh a roas he sac'h dezhi pa glevas ar vrud. Un deiz pa oa an den d'ober ur sarmon d'an iliz e welas had plantet war e hent ha pa erruas eno n'halle ket komz ken.

Prosez kemmañ

En 1704 e voe harzet ha bac'het Anna Eriksdotter en Eskilstuna. Tamallet e oa gant Nils Jonsson dre ma oa kiriek dezhañ da vezañ dall, mut, ha bouzar dre he strobinellerezh. Kement-se he dije graet dre m'en doa nac'het reiñ butun dezhi. Neuze he devoa goulennet outañ reiñ silzig, ur gouign, ha gloan. Roet en devoa, hag aet d'ar gêr. Ur pennad goude, e oa o tivizout gant Karin pa santas ur fourrad avel o tremen war e jod ha neuze e voe seizet e zremm, deuet e oa dour eus e skouarn, hag aet e oa e c'henoù a-dreuz. Hervez ar vrud he devoa Anna taolet ur sord dezhañ. Galvet e oa bet Anna, goulennet outi tennaén he sord, lavaret he devoa ober, ha neuze e oa gwellaet dezhaén. Testoù a deuas da lavarout eveltañ.

Kondaonidigezh kemmañ

Anna a lavaras dinec'h e oa gwir an istor, ken plaen ha tra. Ur sord, emezi, he devoa taolet war Nils Jonsson peogwir en devoa graet un dra bennak heugus dezhi. Anzav a reas ivez he devoa taolet he mallozh war ar c'hure evel dial goude dezhañ reiñ he sac'h dezhi. E servij Satan e oa abaoe yaouankik, emezi, ha krouet he devoa bleizi da dagañ deénved an amezeg. Pa oa bihen e oa bet labezet ur ouel gant un dourenn ha warni e nije gant he mamm dre ar siminal da Blockula.

Kablus e voe kavet gant ar varnerien, ha kondaonet d'ar marv. Diskaret e voe ar gondaonidigezh gant al lez-uhel, met ar roue, en devoa galloud da ziskar pep barnedigezh, a savas a-du gant ar gondaonidigezh, a-enep al lez uhel a lavare e oa kozh ar vaouez ha kollet he fenn ganti, ha leun he spered a faltazi droch. A-hervez e oa leun a vorc'hed, devot en he fedennoù.

Lakaet d'ar marv kemmañ

Lakaet e voe d'ar marv en Eskilstuna ha dibennet d'ar 15 a viz Mezheven 1704.

Pennad kar kemmañ