Anna Habsburg (1280-1327)
- Ur bajenn disheñvelout Anna Habsburg zo ivez.
Anna Habsburg (1275/80-1327), a oa ur briñsez aostrian eus an XIIIvet kantved, merc'h da Albert Iañ Alamagn ha d'e bried Elisabeth Tirol.
He buhezAozañ
Ganet e oa Anna e Vienna, ha hi an eizhvet diwar daouzek bugel. E-touez he breudeur ha c'hoarezed e oa : Rudolf Iañ Bohemia, Friedrich ar Melegan, Leopold Iañ, Dug Aostria, Albert II, Dug Aostria, Otto, Dug Aostria hag Agnes, Rouanez Hungaria.
He zud-kozh a-berzh-mamm e oa Meinhard, Dug Karintia hag Elisabeth Bavaria, Rouanez Alamagn. A-berzh-tad e oa Rudolf Iañ Alamagn hag e bried kentañ Gertrude Hohenburg.
E-touez hec'h eontred ha moerebed e oa Rudolf II, Dug Aostria, Matilda, Dugez Bavaria, Klementia, Rouanez Hungaria ha Judith, Rouanez Bohemia.
Dimezioù ha bugaleAozañ
Div wech e timezas Anna.
Kentañ priedAozañ
E 1295 e timezas Anna e Graz da Herman, Markgrav Brandenburg-Salzwedel. Pevar bugel o doe:
- Jutta Brandenburg (1301–1353), hêrez Coburg, dimezet d'ar c'hont Henry VIII Henneberg
- Johan V Brandenburg (1302–1317), markgrav goude e dad, hogen marvet en krennard;
- Matilde Brandenburg (marvet e 1323), dimezet da Henry IV ar Feal
- Agnes Brandenburg (1297–1334), hêrez Altmark, dimezet d'ar markgrav Waldemar Brandenburg (1281–1381) hag e 1319 d'an dug Otto Braunschweig-Göttingen (1290–1344).
E 1308 e varvas he fried Herman, o mab Johan a gemeras e lec'h hogen yaouank e varvas.
Eil priedAozañ
E 1310 ec'h addimezas an intañvez Anna da Henryk VI Dobry (1294 – 1335), Dug Wrocław abaoe 1296. Teir merc'h o doe:
- Elisabeth Brieg (ca. 1311 – 20 February? 1328), dimezet a-raok Genver 1322 d'an Dug Konrad Iañ Oleśnica.
- Euphemia Brieg (Ofka) (wd 1312 – wd 1384), dimezet wd 1325 da Bolesław an Henañ eus Niemodlin (Falkenberg).
- Margaret Brieg (wd 1313 – 1379), abadez St. Clara e Wrocław (1359).
Mervel a eure Anna e 1327 e Legnica. Divugel ne oa hec'h intañv, hogen divab e oa. Dek vloaz goude, pa varvas Henrich, e voe enteuzet Wrocław e rouantelezh Bohemia.