Anna Sofia Danmark
(Adkaset eus Anna Sophie af Danmark)
Anna Sofia Danmark, pe Anna Sophie af Danmark (e daneg), pe von Dänemark (en alamaneg), ganet d'ar 1añ a viz Gwengolo 1647 e Flensburg, ha marvet d'ar 1añ a viz Gouhere 1717, e Prettin, a oa ur briñsez danat, deuet da vout dilennerez Saks dre zimeziñ.
He buhez
kemmañMerc'h e oa da Frederik III (1609-1670), roue Danmark, ha d'e bried Sophie Amalie von Braunschweig-Lüneburg (1628-1685), merc'h da Georg von Braunschweig-Lüneburg. C'hoar e oa da Kristian V, roue Danmark war-lerc'h o zad, ha da Ulrika Leonor, rouanez Sveden, ha da Georg Danmark, kenseurt Rouanez Bro-Saoz.
Dimezet e voe en 1666 da Johann-Georg III (Saks).
Bugale
kemmañDaou vab he doe:
- Johann Georg IV (1668–1694), Priñs-dilenner Saks
- Aogust ar C'hreñv (1670–1733), Priñs-dilenner Saks ha roue Pologn.