Annas [pe Ananus[1] pe Ananias[2]], pe Anân ben Seth (Hanan en hebreeg, Anne pe Hanne en galleg) mab da Seth (23/22 BC–marvet marteze war-dro ar bloaz 40), a oa beleg meur Templ Jeruzalem e deroù ar Iañ kantved.

Delwenn da Annas er Bom Jesus, e Braga


Anvet e oa bet gant ar c'hannad Roman Quirinius da Veleg meur er proviñs roman nevez anvet Iudaea er bloaz 6; tre goude ma oa bet torret e-maez a garg gant ar Romaned Archelaus, Ethnarch Judaea, ha dre-se lakaet Judaea war-eeun dindan ar veli Roman. E karg e voe eus ar bloaz 6 betek ar bloaz 15. Torret e voe eus e garg gant prefed Judaea, Valerius Gratus, pa erruas an impalaer Tiberius er galloud

Notennoù

kemmañ
  1. Josephus, The Complete Works, Thomas Nelson Publishers (Nashville, Tennessee, USA), 20.9.1 (1998)
  2. Goodman, Martin, "Rome & Jerusalem", Penguin Books, p.12 (2007)