António de Oliveira Salazar

António de Oliveira Salazar, ganet d'an 28 a viz Ebrel 1889 ha marvet d'ar 27 a viz Gouhere 1970, a oa ur politikour hag ekonomour eus Portugal. Bez e voe kentañ ministr Portugal etre 1932 ha 1968. Salazar en devoa savet hag a voe e penn an Estado Novo (ar "Stad Nevez"), ur ren hollveliek a renas war ar vro betek 1974.

Salazar e 1939.

Goude taol-stad an 28 a viz Mae 1926, Salazar a grog gant ar vuhez politikel. Harper ar prezidant Óscar Carmona, da gentañ evel maodiern an arc'hant ha goude-se evel kentañ ministr. Enebet ouzh an demokratelezh, ar gomunouriezh, ar sokialouriezh, an anarkouriezh hag ar frankizouriezh, sevel a reas un ideologiezh mirour ha broadelour.

Dafar ret er skolioù: ar groaz katolik, poltred Salazar ha poltred Américo Thomaz.

E-pad Brezel Spagn e savas a-du gant Franco, hag eveltañ e-pad an Eil Brezel-bed e chomo neptu. Alies e vezont keñveriet dre o doare ideologiezh ha padelezh o ren.