John Anthony Burgess Wilson, a oa Anthony Burgess e anv-pluenn (25 a viz C'hwevrer 191722 a viz Du 1993) a oa ur skrivagner saoz hag ur sonaozer.

Anthony Burgess

E romant anavezetañ eo A Clockwork Orange, a zo bet graet ur film diwarnañ gant Stanley Kubrick. Meur a levr all a embannas hag en o zouez e c'haller menegiñ Earthly Powers. Sevel a reas pennadoù skridvarnerezh evit kazetennoù evel The Observer ha The Guardian, ha studiadennoù diwar-benn skrivagnerien all, evel James Joyce pe Gerard Manley Hopkins da skouer. Un troer barrek e oa ivez ha treiñ a reas e saozneg Cyrano de Bergerac, Oidipous ar Roue pe c'hoazh an opera Carmen, gant Bizet.

Pezhioù sonerezh a savas ivez, ouzhpenn 250 anezho, daoust ma ne dapas ket kement a vrud war an dachenn-se ha ma reas evel romantour.

Ganet e voe Burgess e Harpurhey, e-kichen Manchester, e Lancashire, en ur familh baour. A-raok mont da skrivagner e voe soudard ha kelenner. Bevañ a reas e Malezia hag e Brunei, ha diwezhatoc'h er Stadoù Unanet, en Italia hag e Bro-C'hall.

Mervel a reas gant ur c'hrign-bev, d'an oad a 76 vloaz, e Londrez.

Liammoù diavaez kemmañ


  Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.
  Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi.