Anticosti
Emañ enez Anticosti (Île d'Anticosti e galleg, Anticosti Island e saozneg) e-kreiz pleg-mor ar Sant-Laorañs, e reter Kanada. E-keñver melestradurezh emañ Anticosti e proviñs Kebek.
Anticosti
Anv ofisiel | île d'Anticosti |
---|---|
Anv er yezh a orin | Natigôsteg, Natakuan |
Stad | Kanada |
Kêr-benn | Port-Menier |
E tiriad | L'Île-d'Anticosti |
Gwerzhid-eur | UTC−05:00 |
War ribl | Jacques Cartier Strait, Honguedo Strait |
Daveennoù douaroniel | 49°32′19″N 63°14′43″W |
An ugentvet enezenn eus Kanada eo a-fet gorread, gant 7 892 km². En norzh eo dispartiet diouzh aod ledenez Labrador gant strizh-mor Jacques Cartier, hag er su emañ strizh-mor Honguedo ouzh he dispartiañ diouzh ledenez Gaspésie.
Daoust ma’z eo bras a-walc’h an enezenn eo distank he foblañs, gant 281 annezad e 2006, an darn vrasañ anezho o chom e keriadenn Port-Menier e kornôg an enez.