Antonio de la Guardia

Antonio de la Guardia y Font (La Habana, 1939 - idem, 23 a viz Gouere 1989), anavezet ivez evel Tony de la Guardia, a oa ur c'horonal kuban hag a laboure e ministrerezh an Diabarzh hag a voe kondaonet d'ar marv peogwir en devoa kemeret perzh e marc'had ar c'hokain.[1]

Mab e oa da Mario de Guardia y Curbelo ha Graziella Font. Daou vreur en doa : Mario, e vreur henañ, ha Patricio de la Guardia y Font, e vreur gevell, a voe kondaonet da 30 vloaz er vac'h e 1989 ha dieubet e 2019.[2]

En 1989 e voe kendamallet Antonio de la Guardia hag Arnaldo Ochoa Sánchez, haroz ar vro er brezel en Angola, ma voent kondaonet ha lakaet d'ar marv e miz Gouere. Hervez Rafael del Pino, a vrezelas dindan Ochoa en Angola, e voe kondaonet Ochoa ha De la Guardia evit kuzhat e oa louzet daouarn Castro en aferioù kokain gant mafia Kolombia[3].

Notennoù

kemmañ