An anv-gwan-verb zo ur furm eus ar verb hag a servij pe evel anv-gwan pe da ober amzerioù kevrennek ar verboù.

E brezhoneg

kemmañ

Savet eo diwar bennrann ar verb, ha staget -et ouzh e lost. Digemm eo an anv-gwan-verb: n'eus niver na reizh ebet dezhañ.

Servij a ra

  • evel un anv-gwan : ma Doue benniget!
  • evel eil rann an amzerioù kevrennek : Benniget em eus da anv
  • gant ar verb bezañ d'ober an tu-gouzañv
    • Debret eo koan.

Er yezhoù latin

kemmañ

E latin

kemmañ
 
« Ave Caesar Morituri te salutant » Un anv-gwan-verb en da-zont, morituri « ar re a zo o vont da vervel ».

E latin e servij

  • en amzerioù kevrennek : Sic est locutus partibus factis leo... .. Gwelout: [1]
  • evel anv-gwan en amzer dremenet : partibus factis (ur wech graet al lodennoù)
  • evel anv-gwan en amzer da zont : « Ave Caesar, Morituri te Salutant »

E galleg

kemmañ

Daoust ma ne vez ket klevet atav, skrivet e vez disheñvel an anv-gwan-verb war-lerc'h anvioù-kadarn gourel pe wregel, unan pe lies.

  • un livre écrit, une œuvre écrite
  • les livres écrits, les œuvres écrites

E portugaleg

kemmañ

Evel anv-gwan e kemm an anv-gwan-verb hervez ar reizh hag an niver:

  • o livro escrito, a obra escrita
  • os livros escritos, as obras escritas

E spagnoleg

kemmañ

Evel anv-gwan e kemm an anv-gwan-verb hervez ar reizh hag an niver:

  • el libro escrito, la obra escrita
  • los libros escritos, las obras escritas

E saozneg

kemmañ

Digemm eo an anv-gwan verb. Daou seurt zo anezhañ:

  • hini ar verboù reizh, skrivet -ed, hogen distaget e meur a zoare
  • hini ar verboù direizh, a zo liesdoare