Er yezhoniezh e vez implijet an termen anver pe elfenn envel evit komz eus elfennoù yezhadurel an inuktitut ha yezhoù eskimoek-aleutek all a dalvez evit ober dave da draoù, tud ha kealoù.

Tost a-walc'h eo an anver ouzh an anv-kadarn a implijer e brezhoneg hag an darn vrasañ eus yezhoù all ar bed, daoust ha m'eo kalz ledanoc'h ster ar ger "enver", o vezañ ma talvez d'ober dave da naturelezh ar pezh a vez anvet gantañ koulz hag e niver (unander, daouder, liester), ar fed ma c'hell bezañ perc'hennet gant unan bennak pe gant un dra bennak hag e gefridi e-keñver elfennoù all al lavarenn.

E berr gomzoù, e tenn mui-pe-vui d'ur c'helf kentoc'h evit d'ur wrizienn, da skouer:

iglu: "ti"
iglua: "e di"
iglualukanut: "e di bras"
iglualuanut: "war-du e di vras"

Orin an termen

kemmañ

Krouet e oa bet an termen saozneg "name giving words" (e galleg: "nominateur") (diwar an inuktitut: taisigutiit, "(ar pezh) a dalvez evit envel") evit ar wezh kentañ gant Louis-Jacques Dorais en e levr Tukilik. An Inuktitut Grammar for All, embannet e Kebek e 1988 gant Association Inuksiutiit katimajiit.

Levrlennadur

kemmañ

Dorais, J.L. (1996) La parole inuit : langue, culture et société dans l'Arctique nord-américain, Pariz: Peeters, Arctique 3

Gwelit ivez:

kemmañ