Aozadur evit Unvaniezh ar Varksouriezh (Zeland-Nevez)

Aozadur evit Unvaniezh ar Varksouriezh (e saozneg: Organisation for Marxist Unity) a 'zo anv ur strollad marksour-leninour bet krouet en Zeland-Nevez/Aotearoa e 1975 dindan an anv kent "Kuzul-prientiñ evit Sevel Strollad Komunour Zeland-Nevez (Marksour-Leninour)", gant izili aet kuit eus Strollad Komunour Zeland-Nevez displijet gant ar fed ma torras ar Strollad al liammoù gant linenn bolitikel Sina da heul marv Mao Zedong rak sevel a rejont a-du gant linenn bolitikel Deng Xiaoping evel ur patrom da heul evit sevel ur stad sokialour.

E 1988 e oa bet anvet "Aozadur evit Unvaniezh ar Varksouriezh" ha paouez a reas ar Strollad da embann ar gelaouenn viziek evit brudañ gwelloc'h ar gelaouenn Struggle ("Stourm") embannet bep tri miz.

Adalek kreiz ar bloavezhioù 1990 eo bet ar Strollad o klask tizhout un emglev a-benn en em gendeuziñ gant Strollad Komunour Aotearoa, er c'heid-se ez eus bet un disrann all e diabarzh ar Strollad, chomet hep kendeuziñ betek hiziv c'hoazh.

Nevezig 'zo eo bet oberiant ar Strollad er C'houlzad a-enep da Gontroll Aotearoa gant ar Broioù Estren (Campaign Against Foreign Control of Aotearoa, CAFCA).

Liammoù diavaez: kemmañ