Apodekt
(Adkaset eus Apodekted)
An apodekt ( e gregach : ἀποδέκτης/ apodéktes, liester : apodektai, pe "reseverien" e gregach) a oa ur c'hargad uhel, anvet evit ur bloavezh, en demokratelezh Aten en Henamzer evit diwall kontoù ar stad. Dek a veze anezho, unan evit pep meuriad, pe phyle.
O labour e oa resev an tailhoù ordinal, ingaliñ anezho etre rannoù ar velestradurezh. Derc'hel a raent rolloù an dleourien, merkañ a raent ar gwenneien paeet, ha diverkañ anvioù ar re a bae.
En 411 kent JK eo e voe krouet ar garg-se gant Kleistenes.