Apollodoros al livour

Apollodoros a oa ul livour ateniat er Vvet kantved kt JK, lesanvet ivez Skiagrafos (σκιαγραφος e gregach), da lavarout eo livour ar skeud, rak eñ an hini kentañ, gant Zeuxis, a zegasas skeud ha gouloù e liverezh Hellaz.

E-touez e oberennoù e oa "Odysseus", "Ur beleg o pediñ", hag "Aias skoet gant ar c'hurunoù". Meuleudi dezhañ zo bet savet gant Aristofanes.