Apotropaik
Apotropaik (eus ar verb gregach apotrepein, « distreiñ») zo un anv-gwan a vez implijet diwar-benn traoù a bep seurt brudet da gas kuit an droukchañs. Ar chañsvaderioù o defe vertuzioù apotropaik. Jestroù ivez, evel kroaziañ bizied, stekiñ ouzh koad, istribilhañ medalennoù sant Kristof er c'hirri-tan, da virout ouzh gwallzarvoudoù.
Doueed apotropaik a oa d'an Henc'hresianed (Ἀποτρόπαιοι θεοί: Apotropaioi Theoi), hag aberzhioù a veze kinniget dezho.