Appenzeller
An Appenzeller, pe Appenzell, a zo ur formaj suis a vez fardet e kanton Appenzell. Eno ez eo yac’h an endro (rakalpek eo) ha brudet eo ivez geot ar c’hanton-se.
Penaos e vez fardet
kemmañProduet e vez gant un 80 formajerezh bennak a zo e kêriadennoù kanton Appenzell hag ivez e kanton Sant-Gall ha kanton Thurgau. Puret e vez ar formaj e-pad tri miz da nebeutañ. Blaz a dap goude bezañ bet frotet gant un hilienn diwar blant anvet sulz, ha kuzh e chom an doare da fardañ an hilienn-se. Pouez ur wrac’hellad Appenzeller (enni war-dro 80 litrad laezh) a zo etre 6,2 hag 8 kilo, gant un treuzkiz etre 30 ha 33 cm. War-dro 10 000 tonenn a vez produet bep bloaz. An hanter anezho a vez ezporzhet war-du Alamagn.
Tri seurt a gaver :
- Classic : puret e vez e-pad 3 pe 4 miz.
- Surchoix : puret etre 4 ha 6 miz.
- Extra : puret etre 6 ha 8 miz.