Apple, pe Apple Inc., anvet a-raok Apple Computer Inc., a zo un embregerezh liesbroadel eus ar Stadoù-Unanet arbennikaet war ar stlenneg. Staliet eo he sez er Silicon Valley, e Cupertino.

Apple

Brudet eo deuet anv an embregerezh da vezañ pa oa deuet an Apple II er-maez e 1977, ha war-lerc'h gant an heuliad Macintosh (abaoe 1984). E 2001 e klaskas Apple ledanaat e oberiantiz en ur vont war-zu industriezh ar sonerezh get an iPod, hag e 2003 get an iTunes Store, a-raok mont war dachenn ar pellgomzerezh hezoug get an iPhone (e 2007).

Brudet eo Apple evit an etrefas implijer eeun ha dezaignoù cheuc'h e broduoù, ha dreist-holl evit bezañ roet en tu d'an dud da implijout un deknologiezh nevezadus hag aes evit an dud dizampart. Setu ar pezh 'voe graet gant an etrefas grafikel gant prenestri, al logodenn, hag ar skramm Liestouch. An elfennoù-se a lak priz produioù Apple da vezañ uheloc'h eget keidenn ar marc'had hag dre-se e vez gwelet Apple evel ur merk e krec'h ar skalfad.

Istor produioù AppleAozañ

1976-1977 : Deroù an embregerezhAozañ

 
Un Apple I

Apple Computer, Inc. a zo bet krouet get Steve Jobs ha Steve Wozniak d'ar 1añ a viz Ebrel 1976 a-benn gwerzhañ an urzhiataer Apple I savet ganto en o c'harrdi, an urzhiataer gant un hewel hag un douchennaoueg, ur mekanik nevez d'ar mare-se. Gant an argant gounezet, tu a oa da Jobs ha Wozniak krouiñ un urzhiataer nevez, soñjet o deus sevel un urzhiataer hag a c'hell bout implijet gant an holl : an Apple II, gant ur memor Video a-benn kavout ar skramm gant livioù ha lakaat rac'h an elfennoù en ur voest plastek bravoc'h.

1977-1981 : an Apple II hag e bennvadAozañ

An Apple II a veze gwerzhet fonnus, unan eus an tri urzhiataer personel er marc'had. E-keit-se e tivizas Apple cheñch logo evit dibab an aval. Jobs a raktresas tri urzhiataer nevez evit ar stlennegezh en embregerezh : Sara, Lisa ha Macintosh.

1981-1990 : ar MacintoshAozañ

 
Ur Macintosh

Un urzhiataer gortozet e-pad pell eo, ha kalz gwelloc'h eget an Apple II mes kentoc'h graet evit ar studierien Skol-Veur hag al labourerien speredekAli personel. Tro-dro da gant-mil skouerenn a vo gwerzhet e-pad ar c'hwec'h miz kentañ. Kendalc'her a reas memestra Apple da werzhañ ha da ziorroiñ an Apple II.

1990-1998 : ar blezioù diaesAozañ

Diaesoc'h diaesañ eo da Apple enebiñ ouzh Microsoft er marc'had dre ma eo ar PC izel e brizioù. Un drederenn eus ar postoù a vo lamet a-benn savetiñ an embregerezh.

1998-2001 : an iMacAozañ

An iMac a lakey Apple d'ober e gentañ blez gounidigezh abaoe 1993, adnevelezh Apple en un doare dre ma eo bet gwerzhet eizh kant mil skouerenn e 1998. E 1999 e krog Apple d'ober urzhiataerioù-doug iMac hag iBook. Memes ar poelladoù Mac OS a gemm da vout Mac OS X e 2000, gant un etrefas sklaeroc'h ha plijusoc'h da implijout.

2001-2005 : An iPodAozañ

Ar merk he deus ledanaet e oberiantiz àr-zu ar sonerezh dre zigoriñ ur stal sonerezh àr ar rouedad, an iTunes Music Store e miz Ebrel 2003, ur stal enframmet er poellad iTunes, implijet evit an iPod hag an urzhiataer.

2007 -Aozañ

Diskouezhet eo an iPhone, familh poellgomzoù Apple, gant Steve Jobs e miz Genver 2007. E 2010 eo roet lañs d'an iPad, e dablezenn.

Produioù AppleAozañ

Listenn produioù AppleAozañ

  • Ar Beñvegoù foto numerek QuickTake ;
  • Ar Skrammoù Urzhiataer : AudioVision Display, Multiple Scan, AppleVision, ColorSync, Apple Studio Display et Apple Cinema Display ;
  • Ar Moullerezhioù : ImageWriter, StyleWriter, Color StyleWriter ;
  • Ar Moullerezhioù Laser : LaserWriter, Personnal LaserWriter, Color LaserWriter ;
  • Ar Skannerioù diell : Apple Scanner, Apple OneScanner, Apple Color OneScanner ;
  • An Airport, kartoù ha bonnoù Wi-Fi ;

Listenn meziantoù AppleAozañ

Lodennoù marc'hadAozañ

Gwerzhioù urzhiataerioù personel ha lodennoù marc'had
Blez Bed Bro-C'hall Stadoù-Unanet
unanienn gwerzhet LM LM* LM
2009 10 400,000
2008 9 720,000
2007 2,88 % 5,6 %
2006 5 645,000 2,5 % 2,9 % 4,7 %
2005 4 742,000 2,3 % 2,4 % 4,0 %
2004 3 507,000 2,0 % 2,2 % 3,3 %
2003 3 098,000 2,0 % 3,2 %
2002 3 098,000 2,2 % 2,8 %
2001 3 215,000 2,4 % 3,2 %
2000 3 733,000 3,5 % 4,0 %
1999 3 448,000 3,4 %
1998 2 763,000 2,6 % 4,9 %
1997 2 874,000 3,2 % 5,5 %
1996 3 960,000 5,3 % 7,8 %
1995 4 500,000 7,9 % 14,1 %
1994 3 800,000 8,3 % 14,7 %
1993 3 300,000 9,4 %
1992 2 500,000
1991 2 100,000
1990 1 300,000
1989 1 100,000
1988 900 000
1987 550 000 15 %
1986 380 000
1985 200 000
1984 372 000
  • LM= Lodennoù Marc'had