Ar bodez

taolenn gant Edgar Degas

Ar bodez (Le tub e galleg) zo ul livadur diwar zorn al livour gall Edgar Degas, graet gant pastez-livañ e 1886, dezhi 60 cm x 83. Miret eo e mirdi Orsay e Pariz.

Ar bodez

Gwelout a reer ur vaouez o walc'hiñ he c'hilpenn, en he stou en ur bodez. Meur a daolenn en deus graet Degas gant merc'hed en o noazh oc'h en em walc'hiñ.

Troc'het eo an daolenn e div lodenn, gant ar vaouez en tu kleiz, troet he c'hein ouzh an daol en tu dehoù. Bodet eo ar gened ha binvioù boutin ha displed an naetadurezh.

Liammoù diavaez kemmañ