Ar plac'h manket zo ur ganaouenn gozh, dastumet e Kanaouennou Breiz-vihan e 1911.

Ar ganaouenn

kemmañ
Selaouit bremañ ma mouezh, ma c’hamaradezed
C’hwi pere em yaouankiz am eus kalz karet
Deus a doullig al ludu e ran deoc’h ma c’hlemmoù
Deuit holl asambles ganin da weskiñ ma daeloù
Me am eus kollet bremañ ma reputasion
Ha ma c’halon zo karget a zezolasion
Betek bremañ me c’halle lârout a vouezh uhel
E oan kaerañ fumelenn a oa e Breizh-Izel
Ha bremañ me zo hudur e-touesk an holl verc’hed
Pa eo ma c’haerañ boked siwazh ganin kollet
Dre ma ‘z on deut da grediñ ma faos kamaradoù
Me ‘meus kollet ar c’haerañ demeus ma bokejoù
Dre ma ‘zon deut da grediñ kamaradoù treitour
Me ‘meus laosket ma boked da vonet gant an dour
Hennezh oa ‘r c’haerañ teñzor em moa barzh ar bed-mañ
Ne gavin ket e neblec’h da brenañ seurt dezhañ
Dre ma oan d’egziminañ boull ront eus ar bed
Ha me wel zo warnezi siwazh kalz a verc’hed
Me wel zo warnezi siwazh kalz a verc’hed
Pere eo kollet gante, koulz ha me o boked
Pere eo kollet gante, koulz ha me o rozenn
Dre ma ‘z int deut da grediñ komzoù treitourien
Ha ma c’herent zo ganin siwazh dizenoret
Ma chañs zo dinatur, ma flanedenn kollet
Ma c’halon zo hirvoud, koulz an noz ‘vel an deiz
Ma c’houlan bremañ marv, ‘vit diskenn barzh em bez
Goude ma frajilite e oan c’hoazh ankeniet
O kompren barzh ar stad trist pehini ma oan rentet:
Graet ‘meus skouarn bouzar o klevet annesañ
Lavaret eo bet din-me gate sur alies...
Lavaret eo bet din-me gate sur alies
Gant an holl gompagnunezh mijen tristidigezh
Ha pa teuio an erc’h, ar skorn,ha yen-bras an avel
Keuneud 'mo ket d’ober tan da dommiñ ma bugel.