Digeriñ al lañser pennañ

Taolenn

Dre vrasAozañ

Evel m'eo posupl kas programmoù ar skingomzoù war ar pellgomz e c'heller ober memestra war ar Internet (Internet) dre ar protokol TCP-IP. Meur a skingomzoù a vez kaset dre wagennoù koulz ha dre an Internet. Pa vezont kaset nemet dre Internet e vez anv eus Webradios e saozneg. Kinnig a reont programmoù liesdoare ha dreistordinal a-wechoù.

Perzhded ar son a zo hervez ar red, perzhded ar c'henstagadur pe c'hoazh perzhded an teuliad a orin.

Evit SelaouAozañ

Ret eo staliañ ur poellad kevatal (da skouer ar poelladoù digoust RealPlayer, iTunes pe Windows Media Player pe ar poelladoù frank VLC pe Xmms) hervez ment (enkodaj) red ar son. Diskouezet e vez pehini pe bere a vez implijet war al lec'hienn Internet staget ouzh ar skingomz. Pevar ment enkodiñ a vez kavet peurvuiañ :

Ar poelladoù-se a vez implijet ivez evit kas skeudennoù ha filmoù ken eo bet krouet skinwelioù dre Internet ivez.

Liamm diavaezAozañ

Evit skingomzoù e brezhoneg, kit war lec'hienn Stalig.


Si ar skingomz dre InternetAozañ

Tud zo a gav n'haller ket klevout na skingomz brezhonek na hini ebet gant an doare-se en o c'harr, er busoù na trenioù, en o c'harrdi nag o liorzh, nag o c'hegin, evel gant ar skingomz ordinal.