Aradon

kumun ar Mor-Bihan

Aradon (distaget [aʁaˈwɔn] er vro) a zo ur gumun eus kanton Gwened-2 e departamant ar Mor-Bihan.

Aradon
An ti-kêr.
An ti-kêr.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Arradon
Bro istorel Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant Gwened
Kanton Gwened-2
Kod kumun 56003
Kod post 56610
Maer
Amzer gefridi
Pascal Barret
2020-2026
Etrekumuniezh Mor Bihan - Gwened Tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro Gwened
Lec'hienn web (fr)www.arradon.com
Poblañsouriezh
Poblañs 5 549 ann. (2020)[1]
Stankter 300 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 37′ 35″ Norzh
2° 49′ 20″ Kornôg
/ 47.6263888889, -2.82222222222
Uhelderioù kreiz-kêr : 22 m
bihanañ 0 m — brasañ 61 m
Gorread 18,49 km²
Lec'hiañ ar gêr
Aradon

Douaroniezh kemmañ

War ar pleg-mor arMor-Bihan emañ kumun Aradon.

Kumunioù amezek da Aradon: Baden; Ploveren; Gwened; Sine.

An aod hag an inizi a vez war borzh ar gumuniezh :

Anv kemmañ

  • Jean-Baptiste Ogée : "Ar-raden = la fougère" [2]
  • Erwan Vallerie ː Daradon, 1304; Aradon, 1516[3]
  • (fr)Embannadurioù Flohic (1996) : "probablement d'origine gauloise, en tout cas avec le final dunum, pour le sens de forteresse. Certains font le rapprochement avec le ratz, le passage".
  • Hervé Abalain (2000) : "Aradon, 1387 ; de are = devant, et dunum = forteresse"[4].

Ardamezioù kemmañ

Palefarzhet; ouzh 1, en sabel e deir treustell en argant; ouzh 2, en glazur, e vag-lien greet en argant, e voug-heol loc'hant ouzh konk kleiz ar gab; ouzh 3, en sabel e seizh mailhenn en argant, 3, 3, 1; ouzh 4, en argant, e vrizhenn erminig en sabel.

Kuzul ar Gumun, 26.02.1988, reizhet 05.06.1992.

Istor kemmañ

  • Savet e voe parrez Aradon diwar ul lodenn eus parrez Ploveren met n'ouier ket pevare.
  • Edo Enizenac'h e parrez Aradon a-raok dont da vout emren[5].

Dispac'h Gall kemmañ

XXvet kantved kemmañ

Brezel-bed kentañ kemmañ

  • Mervel a reas 62 waz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 5,83 % eus he foblañs e 1911[8].

Eil Brezel-bed kemmañ

Brezel Indez-Sina kemmañ

  • Mervel a reas daou vilour ag ar gumun er Viêtnam abalamour d'ar brezel[10].

Brezel Aljeria kemmañ

  • Mervel a reas tri milour ag ar gumun abalamour d'ar brezel[11].

Monumantoù ha traoù heverk kemmañ

Ragistor kemmañ

  • Taol-vaen Kerhañri.
  • Taol-vaen ar Roc'h.
  • Krugell Sant-Gales, bet furchet adalek 1854.

Henamzer kemmañ

  • Kenkizoù galian-roman er Lodoù, e Penn-ar-Maen, Rogeltaz, Bourjerell ha Kervoyer.

Milinoù kemmañ

Annezioù kemmañ

Savadurioù relijiel katolik kemmañ

  • Iliz katolik Sant Pêr, bet savet e 1885-1887; ouzhpennet e voe ar gorzenn e 1901.
  • Chapel Sant Pêr, er vourc’h, bet iliz ar barrez gwechall, savet er XVvet kantved.
  • Chapel Santez Barba.
  • Chapel Sant Varzhin, er Voustoer.
  • Prioldi ar Visenn.

Brezelioù kemmañ

  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik. Dioueliet e voe d’an 23 a viz Gouhere 1922[12].
  • Plakennoù ar re varv (1914-1918) en iliz katolik, luc’hskeudennoù[13],[14].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962 kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh kemmañ

Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
1800 1812 Mathurin Cloerec
1812 1815 Nicolas Crequer
1815 1820 Jean Cloerec
1820 1844 Pierre Le Rohellec
1844 1848 Pierre Le Guen
1848 1857 Pierre Le Gouguec
1857 1858 Pierre Le Guen
1858 1876 Michel Cloerec
1876 1893 Jean-Louis Le Rohellec
1893 1929 Frédéric Jegat
1929 1929 Alban Boleis
1929 1935 Jean Le Drevo
1935 1945 Jean-Marie Jollivet
1945 1955 Léonce Franco
1955 1971 Ferdinand Loysel
1971 1995 François Jarlegan
1995 2008 André Gall Strollad Sokialour Gall
2008 2014 Dominique Mourier tu-kleiz, distrollad
meurzh 2014 → bremañ Antoine Mercier tu-dehoù Retredad

Tud kemmañ

Tud bet ganet en Aradon :

Tud bet o chom en Aradon :

Ardamezeg ar familhoù kemmañ

  d'Arradon,

Aotrounez al lec'h se ha Kerdréan

En sabel e seizh mailhenn en argant, 3, 3, 1
  Aubin

Aotrounez Locqueltas

En glazur e dreustell en aour heuliet gant teir c'hroaz pavek ivez en aour, 2 ouzh kab, 1 ouzh beg
  de Gibon

Aotrounez Roguédas

En gul e deir manal ed en aour
  de Malestroit

Aotrounez Roguédas

En gul e nav bezantenn en aour, 3, 3, 3.
  Touzé

Aotrounez Botlore

Geotet e zri fenn levran en aour, gwakoliet en gul ha bouklet en argant

Gevelliñ kemmañ

Levrlennadur kemmañ

  • (fr)Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Morbihan. 1999
  • (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014


Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù ha notennoù kemmañ

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)Ogée : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne, adembannadur 1843, levrenn 1, p.47
  3. (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
  4. (fr)Hervé Abalain : Les noms de lieux bretons. Les Universels Gisserot. 2000
  5. (fr)Joseph-Marie Le Mené, Histoire du diocèse de Vannes, 1891
  6. (fr)Cassini - EHESS - Aradon - Fichenn ar gumun
  7. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, ar Faoued, 2006, pajenn 21.
  8. (fr)Monumant ar re varv
  9. (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 353
  10. (fr)Monumant ar re varv
  11. (fr)Monumant ar re varv
  12. (fr)Université de Lille
  13. (fr)Memorial Genweb
  14. (fr)Memorial Genweb