Puzzle stub cropped.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Aragorn.png

Aragorn a zo ur personaj eus Douar-ar-C'hreiz, hag unan eus harozed pennañ Aotrou ar Gwalennoù savet gant J. R. R. Tolkien. Da gentañ e reer anezhañ Strider e saozneg ha Grands-pas e galleg ha diskuliet eo diwezhatoc'h ez eo Aragorn, hêr Isildur, roue Arnor ha Gondor. Ur mignon da C'handalf eo hag ezel eo eus ar strollad harozed kaset da zistrujañ ar Walenn nemeti ha da faezhañ Sauron. Emañ e karantez gant an elf Arwen, evel m'en danevell The Tale of Aragorn and Arwen. He zad, Elrond, en deus difennet oute eurediñ anez e teufe Aragorn da vezañ roue Arnor ha Gondor.

Eilenn eus Narsil hag e enskrivadurioù evel m'emañ gwelet en Aotrou ar gwalennou gant Peter Jackson.

Kemer a ra Aragorn penn kompagnunezh ar Walenn goude koll Gandalf e mengleuzioù ar Moria. Pa darzh ar gompagnunezh e tispenn roudoù an Hobbited Meriadoc Brandybuck ha Peregrin Took gant skoazell Legolas an Elf ha Gimli ar C'horr betek koad Fangorn. Kemer a ra perzh en emgann en Islonk Helm hag en hini parkeier Pelennor. Goude bezañ faezhet armeoù Sauron e Gondor e kas un arme eus Gondor ha Rohan betek Morannon, Dor zu Mordor, ar pezh a sach evezh Sauron hag a ro tu da Frodo ha Samwise Gamgee da zistrujañ ar Walenn nemeti. Aragorn a oa neuze choazet evel roue gant pobl Gondor, ha kurunet roue Gondor hag Arnor. Eurediñ a reas Arwen ha ren e-pad 122 vloaz hervez Tolkien.

Tolkien en deus savet an dudenn-se e-doug ur prantad hir, o kregiñ gant un Hobbit lesanvet Trotter, hag oc'h esaeañ kalz anvioù all a-raok degouezhout gant un den anvet Aragorn.

Lod o deus lavaret e oa bet awenet Aragorn gant tud brudet evel ar roue Oswald Northumbria hag ar roue Alfred Veur. Tostaat a reont elfennoù damheñvel evel an amzer tremenet en harlu ha sevel armeoù da gemer o rouantelezh en-dro. Keñveriet eo bet Aragorn ouzh ar C'hrist evel roue, hag an diougan a embann e zistro ouzh hini an Testamant kozh diwar-benn donedigezh ar Mesiaz.