Arar dre dan
Un arar dre dan a zo ur benveg labour-douar gant ur c'heflusker. N'eo ket galloudus hag e vez implijet gant un den en e sav.
Implijet dreist-holl e liorzhouriezh, gounid legumaj ha gwezegouriezh (magañ gwez), an arar dre dan en deus ur c'heflusker gwrezel (strilheoul pe diesel), dezhañ un ahel hepken gant div rod, ur seurt stur gant dornelloù-reoliñ evit ar benvegoù douget pe stlejet.
E liorzherezh, an arar dre dan a vez implijet dreist-holl en nevez-amzer evit ragaozañ an douar, labour a vez graet gant ur rañv evit ar re n'o deus arar dre dan ebet.
An Europaiz a ra gant erer dre dan evit o liorzh dezho o-unan, met en Azia, an erer dre dan a zo implijet evel gwir binvioù labour-douar (evit al labour er rizegi (rizegoù) da skouer).
Un arar dre dan a c'hell kaout rodoù, met ar gravellerez dre dan,hag a zo bihanoc'h dre vras n'eus nemet binvioù-tro outi.