Arc'hfonem
Er yezhoniezh e vez implijet an termen arc'hfonem (saoz.: archiphoneme) war tachenn ar fonologiezh hag ar fonetik evit komz eus ur c'heal difetis don e framm fonologel ur yezh bennak hag a dalvez d'ober dave da veur a zoare distagañ resis, dreist-holl e degouezhioù ma tegouezh al liveadur, da skouer:
E saozneg e vez liveet an diforc'h etre ur gensonenn dre fri (/m, n, ŋ/) dirak ur gensonenn dre serriñ (/p, t, k/) e diabarzh an hevelep morfem: /m/ nemetken dirak /p/, /n/ nemetken dirak /t/, /ŋ/ nemetken dirak /k/. En degouezh-mañ e c'heller lâret ez eus un arc'hfonem treuzskrivet gant ur bennlizherenn |N| (= |m-n-ŋ|) ha neuze e c'helelr treuzskrivañ "limp", "lint" ha "link" |lɪNp, lɪNt, lɪNk| e lec'h /lɪmp, lɪnt, lɪŋk|.
Implijet e vez kalz keal an arc'hfonem gant Nikolai Trubetskoy dreist-holl ha liammet eo ouzh Skol Praga. Ne vez ket implijet gant an holl yezhoniourion avat hervez meur a hini e laka an dielfennadur fonologel da vezañ re luziet hep diazez ebet er gwirvoud a-wezhioù.
Gwelit ivez:
kemmañPorched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |