Arcadius (latin : Flavius Arcadius Augustus ; henc'hresianeg : Ἀρκάδιος / Arkadios), ganet d'ar 1añ a viz Genver 377 e proviñs roman Hispania (Spagn a-vremañ) hag aet da Anaon d'ar 1añ a viz Mae 408, a voe kentañ impalaer Bizantion adal 395 betek 408.

Arcadius
Impalaer Bizantion
Engravadur metal
Engravadur metal
Ren
Padelezh Genver 383 – 395
(Augustus dindan ren e dad);

395 – 1 a viz Mae 408
(impalaer ar Reter,gant e vreur
Honorius impalaer er c'hornôg)

Koulzad Riez Theodozian
En e raok Theodosius Iañ
War e lerc'h Theodosius II
Buhez
Anv badez Flavius Arcadius
Ganedigezh 1añ a viz Genver 377 - Spagn
Marv 1añ a viz Mae 408 (31 bloaz)
Familh
Theodosius Iañ (tad)
Aelia Flaccilla (mamm)
Honorius (breur)
Aelia Eudoxia (gwreg)

E vuhezAozañ

Mab henañ Theodosius Iañ hag e wreg kentañ Aelia Flaccilla e oa Arcadius ; breur e oa ivez da Honorius, impalaer ar C'hornôg. C'hwec'h vloaz e oa e miz Genver 383 pa roas e dad dezhañ an titl a Augustus, a dalveze kement ha besrener hanterenn reter an impalaeriezh. E vreur Honorius a voe anvet da Augustus e 393 evit lodenn gornôk an impalaeriezh.

Pa oa o ren, dre ma oa un den gwan anezhañ, e voe rannet ar galloud etre e wreg Aelia Eudoxia ha maodierned a-bouez.

Evel impalaerien, Honorius a oa dindan galloud ar Vandal romanekaet ha Magister militum Flavius Stilicho ; evit Arcadius e oa dindan galloud e vinistr Rufinus. Stilicho a vez lakaet da gablus da vezañ klasket kaout an daou impalaer dindan e c'halloud betek bezañ lakaet da vuntrañ Rufinus gant soudarded-gopr gotek e 395. N'eus ket bet kavet prouenn anat ebet eus ar fedoù-se, met a-dra sur e oa ur redadeg sot politikel ha milourel evit bezañ mestr war div lodenn an impalaeriezh e-pad mare kentañ ren Arcadius.

En e raok :
Theodosius Iañ
Impalaer bizantat
 
383395
War e lerc'h :
Theodosius II