Ardeotis

Ardeotis kori,
luc'hskeudennet e Namibia.
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Otidiformes
Kerentiad : Otididae
Anv skiantel
Ardeotis
Le Maout, 1853
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ardeotis a zo ur genad e rummatadur an evned, krouet e 1853 gant an naturour breizhat Jean-Emmanuel-Marie Le Maout (1799[1]-1877).

Savet e voe e anv o liammañ hini ar genadoù Ardea (Linnaeus, 1758) hag Otis (Linnaeus, 1758) an eil ouzh egile.

Spesadoù hag an isspesadoù anezhe[2]

kemmañ

Pevar spesad otized a ya d'ober ar genad :

  • an otiz Arabia (Ardeotis arabs)
    • A. a. arabs, A. a. butleri, A. a. lynesi hag A. a. stieberi,
  • an otiz Aostralia (Ardeotis australis),
  • an otiz kori (Ardeotis kori)
    • A. k. kori hag A. k. struthiunculus,
  • an otiz India (Ardeotis nigriceps).

C'hwec'h (6) isspesad en holl.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.