Orano
Orano
| |
Furm wirel : | Kevredad dre gevrannoù |
---|---|
Krouidigezh : | 2001 |
Lec'hienn Web : | orano.group |
Orano (Areva a-raok 2018) zo ur gompagnunezh c'hall a brodu tredan gant an energiezh nukleel aozet e kreizennoù nukleel gall (evel hini Flamanville e Normandi) hag a werzh an tredan-se. Labourat a ra an embregerezh dre ar bed a-bezh, dezha ur rouedad kenwerzh a c'holo 43 bro .
An embregerezh kemmañ
Goude Anne Lauvergeon, bet kuzulierez François Mitterrand, e voe lakaet Luc Oursel e penn an embregerezh d'ar 1añ a viz Gouere 2011.
Perc'hennet eo ar gompagnunezh gant tri c'horf:
- komiseriezh d'an energiezh atomek, e galleg Commissariat à l'Énergie Atomique, (78,9%),
- ar Stad c'hall (5,2%),
- ar CDC (3,6%)
C'hwec'h skourr he deus :
- Areva NC (Nuclear Cycle), anv nevez Cogema.
- Areva NP (Nuclear Power) anv nevez Framatome ANP.
- Areva TA, anv nevez Technicatome.
- Euriware, e dalc'h Areva penn da benn.
- Areva R (Renewable), troet war-zu an energiezhioù nevez.
- Areva Med, a ra war-dro ar stourm ouzh ar c'hrign-bev .
Areva er bed kemmañ
Klasket e vez uraniom gant AREVA e meur a vro war an douar, e Niger hag Aostralia dreist-holl. AREVA zo perc'henn da ziv vengleuz en Arlit, Niger, ha 1 600 den a labour eviti eno. Ar pempvet pourchaser uraniom er bed eo an Niger.
- 4 000 den zo implijet gant Areva er Stadoù-Unanet ;
- E Sina emañ Areva o sevel kreizennoù nukleel.
- Bet eo Sarkozy o klask gwerzhañ kreizennoù nukleel Areva da Libia, davare dieubidigezh klañvdiourezed Bulgaria.
Bruderezh kemmañ
Mennad ar renerien eo klask liammañ Areva hag an natur glan ha gant an doujañs ouzh an natur e speredoù an dud. Bruderezh a ra Areva dre ar skinwel dreist-holl, o lakaat bagoù da redek e merdeadegoù a vez diskouezet er skinwel e-pad meur a sizhun, evel ar Vendée Globe pe an America Cup hag ar skipailh Areva Challenge, ur skipailh merdeerien o verdeiñ evit kont Areva.
Implijet e vez ar sportoù d'ober bruderezh evit AREVA: kleuboù mell-droad[1], atleterezh, bageerezh.
. War bruchedoù rederien war-droad ivez e vez gwelet anv Areva.
Liammoù zo ivez gant ar Secours populaire.