Arfon Gwilym
Arfon Gwilym zo ur c'haner ha soner kembraek, genidik eus Rydymain, etre Dolgellau hag Y Bala.
Brudet eo bet o kanañ Marged Fwyn Ferch Ifan en Eisteddfod Rhuthun e 1973, en abadenn "Tafodau Tân", aozet gant Cymdeithas yr Iaith.
Toullbac'het e voe er bloavezhioù 1970, abalamour ma oa bet o kemer perzh e stourmoù evit ar c'hembraeg, gant Cymdeithas yr Iaith Gymraeg[1].
Bet eo o labourat gant ar sizhunieg Y Cymro e-pad un dek vloaz bennak. Hiziv emañ o chom e tolead Meifod ha Llanfyllin, e Powys.
Notennoù
kemmañLiamm diavaez
kemmañ- Arfon Gwilym o kanañ e 2011, en Arbrawf mawr, eilet gant un delennourez : http://www.youtube.com/watch?v=Uq0CUHbsfk0.