Argadenn an Tết

Kampagn milourel e 1968 e-kerzh Brezel Vietnam

Argadenn an Tết (vietnameg : Sự kiện Tết Mậu Thân, saozneg : Tet Offensive) zo bet ur bazenn a-bouez kement hag unan eus kampagnoù brezel brasañ Brezel Viêt Nam. Arme dieubidigezh ar Su Vietnam (VC) ha Lu Pobl Vietnam Norzhvietnam o devoa taget dre souezh Lu Republik Su Vietnam, nerzhioù lu Stadoù-Unanet Amerika hag o harperien d'an 30 a viz Genver 1968.

Argadenn an Tết
military campaign, argadenn vilourel
Rann eusBrezel Vietnam Kemmañ
Anv ofisielThe General Offensive and Uprising of Tet Mau Than 1968, Tổng Tiến công và Nổi dậy Tết Mậu Thân 1968 Kemmañ
Anv er yezh a orinSự kiện Tết Mậu Thân 1968 Kemmañ
Anv berrTet Kemmañ
Anvet diwarTết Kemmañ
StadViêt Nam Kemmañ
Lec'hRepublik Viêt Nam Kemmañ
Daveennoù douaroniel11°0′0″N 107°0′0″E Kemmañ
Deiziad kregiñ30 Gen 1968 Kemmañ
Deiziad echuiñ23 Gwe 1968 Kemmañ
Map

Un hollad tagadennoù dre souezh a oa bet sevenet kement war palioù milourel ha reoù trevour, dreist-holl lec'hioù urzhiañ dre Su Viêt Nam a-bezh. An anv zo deuet diwar un doare tort eus festival ar bloaz nevez loarel anvet Tết Nguyên Đán e vietnameg, dre ma oa bet diuzet boulc'hañ an tagadennoù pa oa vakañsoù ha darn eus soudarded Arme Su Vietnam er gêr. Pal an tagadennoù lies a oa bezañ un argadenn hollek diwar urzh Burev Politikel (Politburo) Ha noi o tegas distabilded politikel ha gant ar spi ma vije tagadennoù ramzel armet war tolpadoù kêr o tegas emsavioù ha digalonekadur er Su.

Kroget e oa an argadenn mintin abred an 30 a viz Genver war tachennoù bras eus ar Iañ hag IIl korfad eus lu Su vietnam. Dre ma oa bet tagadennoù re abred e oa bet roet an tu d'ar gevredidi da brientiñ difennerezhioù a-raok ma vije kroget gant an argadenn wirion. Pa oa kroget an argadenn hollek mintin abred an 31 a viz Genver, an argadenn a oa unan war ar vro a-bezh; e-tro 80 000 PAVN/VC soudard o devoa taget ouzhpenn 100 kêr pe kêriadenn, gant 36 a-ziwar 44 o vezañ kêrbennoioù rannvroel, pempa-ziwar c'hwec'h o vezañ kêrioù emren, 72 a-ziwar 245 kêr distrikt ha kêrbenn ar vro. Argadenn an Tết a oa bet an oberiadur-brezel ledanañ sevenet gant unan eus an tuioù abaoe penn-kentañ ar brezel.

Soñj Hanoi a oa e tegasje an dagadenn veur un emsav poblek betek gwelet skarzhet gouarnamant Su Vietnam. E penn kentañ an argadenn e oa bet badaouet ar gevredidi, kollet e oa bet mestroniñ meur a gêr ganto, met buan e voe strollet an nerzhioù lu, dizarbennet an tagadennoù ha dreist-holl e voe kolloù ramzel gant an nerzhioù tagañ. An emsav poblek raksoñjet gant Hanoi a voe un taol kleze en dour. E-kerzh Emgann Huế, stourmadennoù taer a oa padet ur miz pad, peurzistrujet e oa bet kêr. E-kerzh dalc'hidigezh kêrioù gant an nerzhioù PAVN/VC e voe lazhadeget milieroù a dud er pezh a voe anvet Lazhadeg Huế. Tro-dro bazenn stourm stadunanat Khe Sanh, an emgannoù a oa padet daou viz ouzhpenn.

Pennadoù kar

kemmañ