Argadennoù war Oblast Belgorod e 2023

D'an 22 a viz Mae 2023, unvezioù stourm o tont eus Ukraina o devoa treuzet an hrazoù etre Rusia hag Ukraina ha taget Oblast Belgorod. Hervezo, daou strollad rebeled rusian armet disheñvel o deus bet kemeret perzh en argadenn. Ar re-se diazezet en Ukraina: Lejion Dieubidigezh Rusia (LDR) ha Korfadoù Youlek Rusian (KYR)— o defe argadet hag aloubet meur a gêriadenn vihan nepell diouzh an harzoù ha betek 20 kilometr e Rusia. Ouzhpenn-se e vefe bet stourmoù lies gant nerzhioù difennerezh Rusia. Evit gouarnamant Rusia, an tagadennoù zo bet sevenet gant "strolladoù moc'hata ukrainat". Abaoe penn-kentañ an aloubadeg d'ar 24 a viz Ebrel 2022 eo ar wech kentañ ma vefe bet un dagadenn dre zouar en tu all da harzoù Ukraina. D'ar 1añ a viz Even 2023 e voe un eil tagadenn nepell diouzh kêr Shebekino ; ar C'HYR en doa embannet e oa "eil pazenn" ar stourm o kregiñ.

Argadennoù war Oblast Belgorod 2023

Hervez un degemenner eus Lejion Dieubidigezh Rusia, palioù an argadennoù a zo tennañ soudarded Rusia eus talbennoù all ar brezel hag ouzhpenn-se reiñ c'hoant da boblañs Rusia d'en em sevel a-enep ar gouarnamant.

Kentañ argadenn: 22–23 Mae 2023

kemmañ

Eil argadenn: 1 a viz Even 2023 – bremañ

kemmañ