An argouroù zo ur voazamant[1] kozh hag a gaver c'hoazh e broioù zo, da reiñ arc'hant pe vadoù d'ur paotr nevez a-berzh tud ar plac'h nevez evit kadarnaat un eured.

An argouroù, gant Vasili Poukirev.

Hir eo istor an argouroù, ur voazamant a zo boutin da veur a sevenadur en Europa, Suazia, pe Afrika. Kemmañ a ra ar ster ivez hervez ar sevenadurioù met alies e servij da ober war-dro ar wreg en he ziegezh nevez, hag evit se eo e vez roet d'ar gwaz da verañ keit ma pado ar briedelezh. Pa vez torret an eured e rank an argouroù bezañ rentet d'ar vaouez.

Notennoù

kemmañ
  1. Ger benel hervez an holl skouerioù roet gant Devri, petra bennak ma kinniger an div reizh, hep prouenn, en oberenn. Gourel eo ar ger e Geriadur Al Liamm, 2014, p. 95-b kontrol d'ar prouennoù splann.