Argumentum ad consequentiam
An argumentum ad consequentiam pe arguzenn dre an heuliad, zo un arguzenn douellus, hag a glask tennañ ur gentel (ur gredenn hepken peurliesañ) diwar unan eus efedoù ar gredenn.
Bezet ar frazenn:
- "Doue a rank bezañ anezhañ : ma n'eus ket anezhañ, ez eus kalz a dud hag a bed en aner !"
Eus an eil rann e tenner an div vartezeadenn:
- A : "Doue n'eus ket anezhañ."
- B : "Ar feizidi a bed en aner."
Mar deo gwir A eo gwir B ivez da-heul. B eo an heuliad diwar A. Met B zo displijus d'ar feizidi. Neuze e c'hallont soñjal n'eo ket gwir A, ha krediñ ez eus eus Doue.
Skouerioù
kemmañ- Un dra bennak zo goude ar marv; c'hoant am eus da vevañ da viken.