Earra-Ghàidheal

(Adkaset eus Argyll (kontelezh))

Earra-Ghàidheal e gouezeleg, Argyll (pe Argyle gwechall) e saozneg, a oa ur gontelezh e Bro-Skos e kornôg ar vro. Dre vras e klot gant rouantelezh kozh Dál Riata, hag e talv da lavarout an arvor etre Mull of Kintyre ha Loch Abar.

E 1975 e voe echuet gant ar c'hontelezhioù kozh, hag unanet e voe gant kontelezh Bute, kalz bihanoc'h (pe gant un darn anezhi), d'ober rannvro Argyll ha Bute.