Arjuna (Devanāgarī अर्जुन : gwenn, sklaer, arc'hantaet) a zo unan eus ar pemp priñs Pāṇḍava, eleze mibien Pāṇḍu, harozed ar Mahābhārata. Engehentet e voe gant Indra, roue an doueed.

Arjuna hag e baotr-karr Kṛṣṇa

Stummet gant Droņa, mestr war an armoù, e teuas da vestroniañ kement arm a zo er bed, ha ur gwareger hep e bar e voe. Roet e voe dezhañ ar wareg hud Gāṇḍīva gant Agni. Kemer a reas perzh en ur genstrivadeg e palez Drupada, roue Pañcāla ha gounid a reas Draupadī, merc'h Drupada da bried.

Brudet eo dreist-holl gant an diviz a voe etre Kṛṣṇa hag eñ war an dachenn emgann a-raok brezel Kurukṣetra. En diviz-se, danevellet er Bhagavad Gītā, e ro Kṛṣṇa e gelennadurezh da Arjuna war an dharma (an ober reizh) tra ma oa Arjuna en etremar diwar-benn ar pezh a ranke ober : ren ar brezel-se a dalveze kement ha brezeliñ a-enep d'e gerent, d'e vignoned ha d'e vistri karet Droņa ha Bhiṣma.