Arkadia (Ἀρκαδία Arkadía en henc'hresianeg, e gresianeg a-vremañ : Αρκαδία) zo ur vro eus Henc'hres, e menezioù kreiz ar Peloponnesos, mor Egea er reter dezhi. Dont a ra an anv eus hini un haroz mojennel, anvet Arkas.

Anvet ez eus bet ur prefeti kozh eus Bro-C'hres er memes anv, met brasoc'h e oa evit Arkadia an Henamzer.

Geografiezh

kemmañ

Meneziek e oa ar pep brasañ eus Arkardia, nemet ar c'hompezennoù e-kichen Tegea ha Megalopolis, ha traoñiennoù ar stêr Alfeios hag ar stêr Ladon.

Abalamour ma oa ur vro meneziek-kenañ e seblant e talvezas Arkadia da lec'h repu. Pa oa degaset rannyezhoù dorek er Peloponnesos, e-pad an Oadvezh teñval, e chomas bev ar yezh kozh en Arkadia evit doare, ha renket eo yezh hec'h annezidi er strollad yezhoù arkadek-ha-kiprenezek. Herodotos a lavar e oa poblet ar vro gant Pelasged, an anv a roed en henc'hresianeg da henvroidi Bro-C'hres, a oa o vevañ eno a-raok degouezh ar meuriadoù hellenek[1].

Arkadia zo unan eus ar broioù deskrivet e "katalog al listri" en Ilias[2].

Adalek ar VIvet kantved kent J.-K. e oa Sparta ar Stad kreñvañ eus ledenez Peloponnesos, ha rediañ a rae hec'h amezeien, Arkadia en o zouez, da gemer perzh e Kevre Peloponnesos ha d'he harpañ e-doug he brezelioù. Domaniezh armeoù Sparta an hini a roe an tu dezhi da bouezañ en aferioù diabarzh Arkadia a echuas a-daol e 371 kent J.-K., pa oa bet trec'het penn-da-benn un arme eus Sparta en Leuktra gant Epaminondas hag arme Tebez. Goude diskar galloud Sparta e oa savet Kevre Arkadia, enni keodedoù eus Arkadia bodet en ur c'hevre nevez. Goude e savidigezh e c'hoarias Kevre Arkadia ur roll a-bouez e politikerezh Peloponnesos.

Koulskoude e 362 kent J.-K. e oa bet rannet Kevre Arkadia gant ar re a felle dezhe derc'hel da vezañ kevredidi eus Tebez hag ar re o doa c'hoant da enebiñ ouzh he hegemoniezh. En em gannañ a reas keodedoù Arkadia en div arme eta en Emgann Mantinea. Goude an emgann ha diwezh hegemoniezh Tebez e tigreskas levezon Kevre Arkadia.

Hiriv eo un distrig eus periferia Peloponnesos, ha Tripoli eo ar pennlec'h.

Notennoù

kemmañ
  1. Herodotos I, 56–57
  2. Homeros, Ilias II, 603–611